Preder

Geriadur ar vezekniezh

Préobraschenski : syndrome de ∼Beck's syndromeazoniad g. Préobraschenski

Azoniad heskwad ar mel diwar dizhad (hogos bepred ateromatus) an talmerennoù magañ eus parzh araok ar mel a-livenn, sezet er gouzoug, er c'hein pe en dargreiz. Naouus eo ent korfel dre anafoù steuñvenn louet ar c'herniel araok, ar c'herniel kostezel ha diaz ar c'herniel adreñv, kevredet gant anafoù ar steuñvenn wenn war an 3/4 diabarzh eus ar pañsoù kostezel ; ent klinikel dre zoned feuls (diaraoget a-wechoù gant miloc'h pe mieraezioù hesteuz) un treuzseizi pe ur pevarseizi gwak a-ser gant un aneraez klok pe ur gwrezaneraez ha strafuilhoù kelc'hstrishaerel. Azoù e vez an dedro ar peurliesañ, ar seizioù oc'h argizañ e-doug un nebeut sizhunvezioù.

Kent War-lerc'h