1 Tued ar bevedeg da zastum ur c'hleñved, da skouer ar gizidigezh ouzh ar poreadur, an darbennusted ouzh ur gwezher pore 2 Tuadur ganedigel pe arzeuat ar bevedeg da vezañ tizhet gant ur c'hleñved.
NOTENN : Ned eo ket splann atav ar c'hemm etre raktuañ ha kenttuañ. Gant ar rakger rak- emeur er par deznaouel ha gant ar rakger kent- er par darganel kentoc'h. A se e vo komzet eus raktued hêrezhel ar voalded hipokratek hag eus ur c'henttuadur hilel evit ur seurt kankr, hep ma erzerc'hfe bewech.