1 Bezañs glukoz en troazh e diazalc'h ur strafuilh glukozarouleviañ (sl. paradiabétique : état ∼ ) 2 Naouiñ a ra ar rakdiabet dre un amc'hougemer glukoz, ur glukozwadvec'h etre 1,1 g/l ha 1,26 g/l hag un hemoglobin glikosilet (pe gliket, HbA1c) gavaelet etre 5,7% ha 6,4%, hervez an dezverkoù ergemennet gant Aozadur Bed ar Yec'hed. Ar rakdiabet zo ragarouez an diabet a rizh 2. Ar rakdiabeteion zo dezho ur glukozwadvec'h re uhel, rak kelligoù o c'horf zo deuet da vezañ nebeutoc'h kizidik ouzh an insulin (insulinharzusted). Er rakdiabet ez eo direizhet ar c'hempouez etre ar glukoz hag an insulin, hogen ned eo ket ar glukozwadvec'h uhel a-walc'h evit c'hoazh evit ma ve komzet a ziabet. Koulskoude, adalek ar stad-se ez eo ar rakdiabeteion en ardizh riskloù mezekniezhel, rak ur glukozwadusvec'h padek a c'hell gaouiñ ouzh ar galon hag ar gwazhied (intolérance au glucose).