1 Rouedad keurvolekulel teirment — un dazad o valzenniñ — a zinod pa vesker — a genfeurioù araezus hag a vec'hioù spirus — un hangaewadveiz pe un dileizhenn antikorf gant un dileizhenn eus an antigen keñverek. An dazad, da gentañ a-strew en arvez liñvel, a c'houzed tamm ha tamm er meskad dazgweredel, hag edrannadus eo dre dronizhañ. E-lec'h meskañ an div zileizhenn e c'haller o arosodiñ en ur gorzenn voan. An hangaewadveiz douesoc'h o vezañ er goueled e tinod an dierc'had e stumm ur walenn danav, hewel er c'hetal etre an div liñvenn. Seurt prouad dierc'hiñ ketalel doareadel (sz. ring test) a vez arveret boas evel hentenn arc'hwiliañ herrek ha fizius war-benn dinoiñ an antikorfoù dierc'heiat en un hangaewadveiz. N'eo nemet gant diazezadur an hentennoù kementadel da studiañ an dazgwered antikorf-antigen ma kemeras an hangaegimiezh kementadel he lañs wirion 2 Korf andileizh furmet dre zazgwered kimiek etre div pe lies danvezenn war zileizh, pe dre wered fizikel war un danvezenn war zileizh 3 Goueledad e-barzh gwiadoù, organoù, gwazhied.