Preder

Geriadur ar vezekniezh

Prausnitz-Küstner : épreuve de ∼Prausnitz-Küstner testprouad g. Prausnitz-Küstner

Prouad an darwalladezh c'houzañvat evit deznaouiñ ar stadoù darwalladel. Gant ur gouziviad na ziskouez dreistkizidigezh ebet ez ensinkler en derm : – 1 ouzh talbenn araok un arvrec'h, 1/10 mL gwadveiz un den kizidikaet ; – 2 war an arvrec'h all, 1/10 mL gwadveiz un den ankizidikaet (ensinkladenn dest). Antronoz ez ensinkler dik en hevelep lec'hioù 1/10 mL eus an danvezenn gizidikaus (douhennadoù proteinek liesseurt, h.a.). Yaek eo an disoc'h pa zevoud an ensinkladenn antigen, sevenet er poent ma'z eo bet ensinklet gwadveiz ar gouzrec'h kizidikaet, ur plakad linadellek er poent-se a-benn 10 min ; an kez plakad zo kelc'hiet gant un tachad eritematus, debronus alies, dezhañ un treuzkiz etre 10 ha 40 cm. Padout a ra etre un 1/2 h hag 1h.

Kent War-lerc'h