Kefleuñvad amkanet da spislec'hiañ, pa vez teuc'helloù, ar gwazhiennoù digonus oc'h arc'hwelañ a-gilred. Ar gouziviad o vezañ gourvezet, e c'har uhelaet e staler ur rolt e krec'h ar vorzhed (er wrizienn) hag e rodeller ur vandenn Esmarch eus troad da wrizienn an ezel. Ar c'hlañvour a lakaer goude en e sav ha, tra ma lamer ar vandenn Esmarch eus an nec'h d'an traoñ, e roller unan all diouzhtu un tammig uheloc'h. Dav lezel etre an div ul lijorennig rez, ma c'haller arselliñ ar gwazhiennoù digonus o leuniañ ar wazhienn spis.