Preder

Geriadur ar vezekniezh

Prader, Labhart, Willi et Franconi : syndrome de ∼Prader-Labhart-Willi-Franconi syndromeazoniad g. Prader, Labhart, Willi ha Franconi

Azoniad ganedigel dibaot oc'h erzerc'hañ gant ar magadelled dre un istant kaherel kentrat kevret gant angremm. Goude ez anad un dilerc'h loc'hadel ha savder-pouez, ul labanded, ur gournaon gant borrder hag alies gant diabet c'hwek. Gantañ e vez kevredet ezreolderioù dremmel (dremm arront, daoulagad alamandezek), dentel, askornarzel (treuzwar, disvellad al lez, korrvleñchegezh, bizfle), un isganadegezh gant kelgellegezh. Mard eo ar genrizh bonan ar peurliesañ, e degouezhioù 'zo e kaver un dilead eus brec'h hir ar c'hromozom15 (15q11-q13).

Kent War-lerc'h