Preder

Geriadur ar vezekniezh

poumonlungskeventenn b., skevent s.

Pep hini eus an daou organ, dehou ha kleiz, dezho da arc'hwel oksigenañ ar gwad. Loet int e kavenn ar brusk, ouzh he leuniañ hogos en he fezh, dispartiet an eil diouzh egile gant ar poullkreiz. Ar skevent zo organoù meizh, spoueek, frankadus ha gwaskadus, e stumm kernennoù direoliek, a zo o beg a live gant ar gostezenn gentañ hag o diaz harpet ouzh ar gelc'hspeurenn. Ar skeventenn dehou zo brasoc'h eget an hini gleiz ha rannet eo gant daou skarr e teir zolbezenn amgement, tra ma n'eus nemet div dolbezenn d'ar skeventenn gleiz. Amparet eo ar skevent gant un haen diavaez levrus — feilhenn a-flugez ar grezenn —, gant ur gwiad kenglenel endan-levrgenn ha gant ur parenkim furmet gant flipezennoù ar skevent kenereet gant gwiad kenglenel. Pep flipezenn a c'hoarvez eus ur gorrvronkezenn — ar gorrvronkezenn enflipezenn — o skoultrennañ e korrvronkez dibenn, hag o tifourkañ e sanioù al logigoù hag e logigoù ar skevent.

Kent War-lerc'h