Azoniad kammneuziadel o naouiñ dre un anpar lounezh daoudu o tevoudañ, e-korf un nebeut devezhioù, marv an nevezc'haned (gourev ar peurliesañ) en un daolenn antroazh ; a-wechoù ez eo ar bugel marvc'hanet. Ambrouget eo gant un neuz dremm dibarek : tal ledan gant usregad etrelagadel, epikantuz, fri plat ha ledanaet, divskouarn sezet izel, elgezh puket ; a-wechoù ivez iswe ar skevent, ar forzhioù troazhañ izel hag an organoù genel.