Preder

Geriadur ar vezekniezh

potentiel évoquéevoked potentialbarr g. dianfraou

Erwezh tredanel eus an nervreizhiad da heul ur fraouadur skiantennel delanket (gweledel, klevedel pe santadel). Anadiñ a ra a-benn un nebeud milieilennoù e rezh gwagennoù naouus. Lerc'hwezet eo an tresennoù-se diwar-bouez elektrodoù loet e-tal tachadoù skiantennel an empenn (empennvarrwezad), al luc'hsae (luc'hsaevarrwezad) pe ar forzhioù kleved (melc'houedennvarrwezad), pe c'hoazh war ar poentoù o klotañ gant ar c'hef nervel imbourc'het (nervennvarrwezad). Neuz ar gwagennoù, pa anadont, a vez daskemmet e degouezh direizhoù war an treugoù trobarzhel pe kreizel eus ar forzhioù gweledel, klevedel pe korferaezadel .

Kent War-lerc'h