Prantad ardreuziñ etre dibenn ur gur hag an distro d'ar vuhez oberiat, ma rener un evezhierezh mezegel. An termen-mañ a arvered gwechall e-keñver an dorzhellegezh : goude an herberc'hiadur er c'hurva (sanatoriom) ez ae an dorzhelleion arbareat d'an diangurva. Hiziv e reer gantañ kentoc'h evit an alkooleion (sl. centre de post-cure).