Azoniad foel o c'hoarvezout un nebeut sizhunvezhioù da heul ur freilhenben, o naouiñ dre un derzhienn, bruskostoù, ur grezennamgalonennfo hag arzostoù ; anadiñ a ra un ustizh gouzediñ ruzkelligel, un elwenn gant granulokitusriñv. Dedreiñ a ra etrezek ar pare en un nebeut devezhioù pe un nebeut sizhunvezhioù ha ne gevaraez ket adfeilh an isvoll mintrek. An un azoniad a c'hell c'hoarvezout ivez goude oberatadennoù kalongwazhiedel enbruskel all, pezh a gantreizh an anvadoù hollekoc'h a azoniad diangalonenbenañ (Gl. syndrome post-cardiotomie), pe a azoniad dianamgalonennenbenañ (Gl. syndrome post-péricardiotomie), pe a azoniad dianvruskenbenañ (Gl. syndrome post-thoracotomie). Tennañ a ra kalz da azoniad Dressler.