Preder

Geriadur ar vezekniezh

porteur de germesgerm carrierdouger g. -ion hadennoù

gouzrec'h a zo en e ziouladoù garvevion kleñvedus hag a c'hell treledañ kleñvedoù tredizhus, evel an tifoid, ar pilhonfo empenn-livenn hag an difteriezh. Digemmañ a reer : 1 an douger henek (sz.  chronic carrier) a bad e stad douger pell amzer ; 2 an douger arbareat (sz.  convalescent carrier) a ro bod da hadennoù kleñvedus tra m'emañ o tiglañvañ pe o yac'haat ent klinikel diouzh ar poreadur ; 3 an douger gounervezhat (sz.  incubation period carrier) a zo o reiñ bod da hadennoù kleñvedus hep bezañ diskleriet ar c'hleñved e-pad ar gounervezh hag erziwezh 3 an douger yac'h (sz.  healthy carrier) a zo tizhet gant ur poreadur a chom enkelat e-doug e zedroadur en e bezh.

Kent War-lerc'h