Angevezh apotikel toazek, evit an arver diavaez, oberiet dre veskañ liaoù dileizhet pe arluget hag un ambrougenn druz a orin meinel (vazelin) pe bevel (lanolin). Kemm a vez lakaet etre an ogan hag an traet tevoc'h, nemet o liñvennañ ouzh gwrez ar c'hroc'hen.