Anvad genadel ar c'hediadoù aromatek a zo enno lies soaz fenol ; kediedik kenan, e vezont arveret da ren kevanaozioù ; niverus int er riezad plantel : en tanninoù hag e kalz livuzennoù, evel an antrakinonoù (Gl. anthraquinones) (ruz), ar flavonoidoù (Gl. flavonoïdes) (melen), an antokianoù (Gl. antho-cyanes) (du ha glas) ; emsavus d'ar yec'hed kalongwazhiedel e ve ar c'hevredad tannin-antokian, bezant er gwinoù ruz (sl. phénol).