Termen genadel oc'h aroueziñ un niver kleñvedoù foel anporeel hag anlinus, dianav o arbenn, o tizhout ar c'higennoù rizennek atelel, naouus dre un isteñv laurus, dic'henezhadur ar c'hahergelligoù, annonoù gwadliñv ha skleroz, kevret gant terzhienn, gwazhad ar stad hollek hag alies daralladoù ar c'hroc'hen (sl. dermatomyosite), an nervennoù trobarzh, ar gwad hag ar gwazhied ; e kevarguz emañ an orin anezho, aozerion 'zo oc'h ober anezho kleñvedoù ar c'hollagen (sl. collagène : maladie du ∼ ), re all kleñvedoù dre zreistkizidigezh daleet (sl. hypersensibilité 2 ) ; e-kichen al l. lemm e noter l. henek gaouviopatek, gaouviastenek, arzanaezel ; hervez aozerion all e ve an azoniad nervgouliñvel ur seurtad eus al l. gouliñvel (sl. neuro-oedéma-teux : syndrome ∼ ).