Kevreted un niver kleñvedoù unanhangaeel kiriek da skorted lies gwagrenn enborc'hañ ; o rannañ a reer etre ur rizh I (sl. Witaker : syndrome de ∼ ), rizhoù II ha III (sl. Schmitt : syndrome de ∼ 2 ) ; e se, a-zasken emañ strollet arskoedisvorc'h, diabet a rizh I, skoedus- pe -isvorc'h, skorted kaenuslounezhel ha gonadel, kleñved Hashimoto, hag ivez amwad Biermer, darc'hoal henek ha diwaoutad.