Preder

Geriadur ar vezekniezh

polychondrite atrophiante chroniquechronic atrophic polychondritisliesmigornfo g. isteñvus henek

Kleñved dibaot, kevret gantañ anafoù lagad (amlersaefo, sl.  épisclérite, koraelenvezfo, sl.  iridocyclite , kevresaefo, sl.  conjonctivite) ha steuziadur dic'henezhadel klok pe klokoc'h ar migern, hemañ o tizhout ar fri (fri trouskin (sl.  nez en lorgnette), an divskouarn, ar c'henvelloù (liesarzfo laurus ha disneuzius) ha, dreist holl, ar forzhioù analañ : boukaet emañ kebradur migornel ar vriant hag ar vronkez ha, dre se, diaezet grevus ar gwenterezh ; dre resmiadoù e tedro ar c'hleñved, en ur rouestlañ alies gant tizhadur ar stad hollek hag ar galon ; dianav eo e arbenn ; troet emañ an imbourc'herion etrezek goulakadennoù un orin enzimatek, unanhangaeel pe hangaegemplezhel.

Kent War-lerc'h