Anvad arveret da vodañ anaezioù diseurt, dianav o natur, naouus dre dizhadoù strewek ar gwazhied : purpura (sl. purpura), talmerennfo an divesker, ar galon, bloueigad (sl. glomérulopathie), azoniad Libman-Sacks (sl. Libman-Sacks : syndrome de ∼ ), trodalmerennfo ulmennek (sl. périar-térite noueuse), talmerennfo ividig (sl. artérite temporale), ganto un dedro gwresterel ha fallezhus ; da ouzhpennañ : al liesnervennfo santout-loc'hañ (Gl. polynévrite sensitivomotrice), azonet gant laurioù, direizhoù teñvel, andrafted, hag al l. hennadek gwresterel anozvennel (Gl. p. essentielle fébrile anodulaire), diforc'h ent wiadurel diouzh ar re usveneget.