Seurtad kreuzfo dibaot, naouus dre ur gourusvent eus plegoù glaourgenn ar stomok hag usteñv ar gwagrennoù glaourvorc'hus, gwisket ganto a-wechoù neuz gwagrennoù ar c'holon ; kuñv e vez peurliesañ an dedro, nemet e tenn usvorc'h ar sug kreuz (kreuzad naouezennus, Gl. gastropathie exsudative) da zec'han gouliñvoù dre un adaverezh proteinoù ha da gas, gwechoù 'zo, ar gouziviad betek par ar fallezh.