Teskad kammneuziadoù dibaot a 'n ezel krec'h, dehou peurliesañ, o tizhout an dorn dreist holl : dornished, kensoutadur ar bizied (bizanskar, sl. syndac-tylie ), berrded pe ezvezañs eil oeñs ar pevar biz diwezhañ ha, dibaot, isteñv an 2l, 3e ha 4e biz, kroc'henrezhioù ezreol (sl. dermatoglyphe) ; ivez isteñv an arvrec'h hag ar vrec'h ha dreist holl iswe an hordenn klerenn-kostoù eus kigenn vras ar brennid ; e kevarguz emañ orin hilel seurt kammneuziadoù ; an arbenn anezho a ve ur strafuilh e diorreadur ar rizhell.