Elfenn eus an empennvarrwezañ, anezhi ul luskellad a heled bras (100 µV ha muioc'h), berrbad (etre 40 ha 60 ms), 3 hanrann ouzh he ober : o sevel, o tiskenn dindan ar regenn geittredan (sl. ligne isoélectrique) (pe diazregenn, Gl. ligne de base) hag o sevel en-dro ; anadenn c'hrezvarrek, digevret pe arreat, oc'h erzerc'haat hegeuz ar bluskenn empenn ; ar p. gorrek (Gl. p. lente), hiroc'h pad an trede hanrann anezhañ, a stader en droukfell ividig ; ar p. kernboent (Gl. p. vertex), p. gorrek a heled bihanoc'h, a noter da geñver fraouadoù klevedel.