Kroc'henad naouus, goude ur prantad darvoudoù leiek (kaherostoù, arzostoù, gouliñv damroz ar fas), dre ur marelladur milivegat, gwenn nakr e lec'hioù 'zo, roz pe teñval e lec'hioù all, gant isteñv an epiderm, usvoll korrwazhied an derm, an tachadoù darallet o vezañ stalet e plakennoù pe e rouedadoù ; ar p. loet en dremm hag er c'herc'henn, pe kleñved Civatte, a dizh dreist holl ar merc'hed da vare ar paouez mizioù.