Preder

Geriadur ar vezekniezh

pneumothoraxpneumothoraxbruskaezhad g.

Fennad aezhenn emdarzh pe gwezhiet e-barzh kavenn ar c'hrezoù ; unan eus prederiadurioù an dorzhellegezh en 20t kantved e voe ar goustougurañ (sl.  collapsothérapie) dre araez ar b. kalvezadel pe yac'hadel (Gl.  p. arti-ficiel pe thérapeutique), hentenn bet dilezet da heul donedigezh ar bevastalerioù ; etre 1935 ha 1955 e voe arveret ur c'halvezder yac'hadel all pa veze glenelloù o virout a zewerc'hañ ur bruskaezhad etre-krezoù, anezhañ ar b. emaez krezoù (Gl.  p. extrapleural) a amplege dispegañ feilhenn speurel ar grezenn (sl.  adhérence).

Kent War-lerc'h