Kleñved micherel diwar erwezh allergek ar skevent ouzh un antigen a orin bevel peurliesañ ; boutin etre an holl furmoù s. h. e stader a) un dedro dre resmiadoù lemm, gant terzhienn, trec'hwezh, gwadskopadoù, o vont gwechoù 'zo betek ar fibroz entremezel strewek ; b) un arvez skinourel rouedek-nozelanek, strafuilhoù argrennadel an arc'hwel analañ gant isfu logigoù-korrwazhied (sl. bloc alvéolocapillaire) ; c) ur granulom strewek keurgelligel hag epitelioidel eus gwiad entremezel ar skevent ; d) bezañ s antikorfoù dierc'heiat er gwadveiz (sl. immunoprécipitation) naouus d'an erwezhioù dreistkizidigezh damzaleet (anadenn Arthus) ; a du 'rall e noter devoudoù a ra gousellout un erwezh dreistkizidigezh kellighandizhek daleet (sl. hypersensibilité 2 ) ; e-touez an anaezioù-se e renker : skeventad ar verourion (sl. poumon de fermier), ar c'honiosporioz (anvet ivez kleñved an diruskerion skav-gwrac'h, Sz. maple bark disease), ar bagasoz (sl. bagas-sose), ar suberoz (sl. suberoz), kleñved an hinaozerioù, hag an anaezioù diwar dewenterezh mogedoù, burezhioù, hueadoù, uzorioù (foue, malt, prenn, sizal, kafe, te), fank loened (sl. éleveurs d'oiseaux : maladie des ∼ ).
NOTENN : Da aroueziñ dre ul lavar resis stadoù an eufl en aergelc'h, e kinnigan arverañ an termenoù-mañ : eufl s. (rannigoù munut danvez sonnel pe liñvel), hue g., (poultr g. & s. pe glizh g. & s.) ; uloc'h g. (hue meinel) ; uzor g. & s. (hue struzhel) ; hueañ, euflennañ (lakaat e poultr pe e glizh, Gl. pulvériser) ; difruañ (lakaat ul liñvenn e glizh, Gl. pulvériser, atomiser) ; hueek aa. (er stad poultr, Gl. pulvérulent).