Preder

Geriadur ar vezekniezh

pneumonie lobairelobar pneumoniaskeventfo tolbezennel

Pore kiriek dezhañ ar pneumokok goafheñvel uzennek (Streptococcus pneu-moniae), naouus, ent neuziadurel, dre un danijenn lemm o wazhañ un dolbezenn skevent en he fezh (avuegañ unneuziek) hag un naouezenn fibrinek o leuniañ al logigoù ; ent klinikel, dre un dedro korek o padout etre 5 ha 9 devezh, adalek ur gridienn deroù trumm ha solenn (Laennec) betek un diwresteriñ herrek (sl.  défervescence, hépatisation).

NOTENN : Anvad klok ar c'hleñved : skeventfo frank, lemm, tolbezennel, fibrinek diwar pneumokok (Gl.  pneumonie franche, aiguë, lobaire, fibrineuse à pneumocoques) a ya d'ar furm skeventfo tolbezennel (Gl.  pneumonie lobaire) en testennoù ha da skeventfo (Gl.  pneumonie) er c'haozeeg. En eneb, unster e van Sz.  pneumonia, intentet "tanijenn e parenkim ar skevent" hepmuiken.

Kent War-lerc'h