Preder

Geriadur ar vezekniezh

pneumoconiosepneumoconiosisanaleuflegezh b.

Teskad ar strafuilhoù bronkezskeventel diwar dewentañ a-leizh hag alies eufl meinel pe vevel (hue), andalet o grevusted a-geñver gant pistriegezh an eufl ha/pe skorted an argerzhioù karzhañ analadel ; peurvuiañ e lakaer kemm etre 1) an a. kalzennel (Gl.  p. de surcharge), kuñv a-walc'h, naouus dre un daspugnadur rannigoù anniñv, 2) an a. fibroseiat (Gl.  p. fibrogène), grevus, diwar ur mod erwezhiañ fibrozel emledus ouzh uloc'hioù silika ha silikatoù, 3) an a. kemmesk (Gl.  p. mixte), grevus kenan, o kevrediñ an daou argerzh ; er pleustr ez anver a. an dewenterezh eufl meinel ha, da aroueziñ ar c'heuziadoù dre eufl bevel, e reer gant analuzoregezh pe skeventad diwar zewentañ antigenoù bevel (Gl.  pneumopathie par inhalation d'antigènes organiques).

Kent War-lerc'h