Preder

Geriadur ar vezekniezh

plombleadplom g.

Elfenn gimiek, arouez Pb, niverenn atom 82, metal amzaralladus en aer, blot hag aes da c'houzelviñ ; dañjerus eo euvriñ kediadoù ar p., ha pistriusoc'h c'hoazh o dewentañ e rezh uloc'h pe vurezh ; e-touez dañjerusañ deveradoù ar plom emañ ar c'harbonat bazek pe gwenn plom (Gl.  céruse), livegenn bet arveret er penturioù, berzet e zanveziñ abaoe ar bloavezhioù 1950, hag ar plom tetraetil, distaraner a ouzhpenned d'an treloskoù, dilezet ivez hiziv (sl.  colique de plomb, saturnisme).

Kent War-lerc'h