1 Daskroaziad skourroù nervel, ar re bennañ o vezañ ar p. a-livenn (Gl. p. spinaux, anvad kent : p. nerveux rachidiens), anezho : p. ar gouzoug, p. ar vrec'h, p. an dargreiz, p. ar poullkreuz, p. ar belost. 2 Daskroaziad gwazhiennoù bezant en holl lec'hioù eus ar bevedeg ; d'ar re bouezusañ ez eus bet roet un anvad, sk. : rouedad karotidel diabarzh (TA plexus venosus caroticus internus, Gl. plexus carotidien veineux).
NOTENN : Ne hañval ket vezañ unvan an destlad PNA, an destlad TA hag an termenoù arveret gant an aozerion evit a sell anvadur ar plezhadoù nervel ha gwazhiedel ; da skouer, alies e vez graet gant Gl. plexus e-lec'h plexus nerveux. Betek gouzout, e kinnigan adkemer an termenoù embannet war GEGO II, eleze plezhad a-dal da plexus nervosus ha rouedad a-dal da plexus venosus.