Lienenn levrus o c'holeiñ ar skevent, ouzh he ober div feilhenn, ar k. askevent (TA p. pulmonalis) hag ar k. a-speur (TA p. parietalis), houmañ diwezhañ rannet etre k. a-gostoù (TA pars costalis p. parietalis), k. aboullkreiz (TA pars mediastinalis p. parietalis) ha k. a-gelc'hspeurenn (TA pars diaphragmatica p. parietalis) ; kenereet emañ an div feilhenn dre aspleg ar c'hrezoù (TA recessus pleuralis), etrezo ent reol ur gavenn vannek.