Anaez hêrezhel o wazhañ diorreadur an eskern, treuzkaset er mod trec'hek, anezhañ soutadur kentrat an talpennoù, disneuziad hag usteñv eizhaennoù an eskern, o tevoudañ an diaez fiñval ; anatoc'h en ezel krec'h (dorn berr, tev, karrezek, bizied war bleg, arvrec'h palvstouet, brec'h war c'hwel diabarzh) ; alies un enebrezh downvanek ; aozerion 'zo a wel eno ur seurtad poliosteokondroz (sl. Moore-Federman : syndrome de ∼ ).