Preder

Geriadur ar vezekniezh

PlasmodiumPlasmodiumPlasmodium g.

Gwezher ar baludegezh (sl.  paludisme), genad hematozoed gougevret ouzh kevrennad ar Sporozoed, urzhad ar C'hokidi, kerentiad ar Plasmodideged, arvevaded dastrigat, eleze o rankout tremen dre lies ostiz evit diorren, daou en degouezh : 1) an den, mirva ar viruz, ma ren ar P lankad ar gouennañ anrevel (kor skizogonek, Gl.  cycle schizogonique) e diabarzh an hemati, 2) an anofel benevel, an trezougered, ma c'hoarvez lankad o gouennañ revel (kor sporozoek, Gl.  cycle sporozoïque) ; kleñvedus ouzh an den ez eus pevar spesad P. : a) P. falciparum pe praecox, gwezher an terzhiennoù spanaus (sl.  fièvre intermittente), dreist holl an terzhiennoù tredeek ganas (sl.  double tierce : fièvre , fièvre pernicieuse, tierce : fièvre , fièvre pernicieuse, tierce : fièvre ), a gleñvedusted vras, kiriek da 90 % eus ar varvusted dre baludegezh ; b) P. malariae, o tec'han an terzhiennoù pevareek (sl.  quarte : fièvre ), kuñv met kilvers ; c) P. ovale, nes d'an P. vivax, o tec'han barroù terzhienn dredeek kuñv bep 48 pe 50 h ; d) P. vivax, ar paotañ, gantañ ur c'hor anrevel 48 h, arvevad an “terzhiennoù tredeek kuñv”, grevus en desped d'an deanvad.

Kent War-lerc'h