Elfenn hilel bezant e-barzh bakteri 'zo, distag diouzh ar c'hromozomoù, bihanoc'h a-galz egeto, amparet evelto koulskoude gant DNA hag o furmiñ gen, araezus da c'henel dre zasparañ azeiladoù unrezh dezhi ; ar re-mañ, treuztoet e bakteri all, a dreuzfurm o glad hilel ha, diouzh an dro, a bourchas dezho harzusted ouzh ar bevastalerioù ; alese an anv a reer eus plasmidoù an harzusted hag eus harzusted plasmidel (sl. épisome, facteur F, facteur R, réplication, résistance bactérienne aux antibiotiques, vecteur).