Anvad genadel kroc'henadoù naouus dre ur gourc'hennadur munut, ar re anavezetañ o vezañ : 1) p. ar brigenn, (Gl.Sz. p. capitis, Br. kaozeek kenn, Gl. kaozeek pellicules), anaez paot azonet dre gourc'hennoù sec'h, fin, louet, gant debron a-wechoù ; 2) p. damroz Gibert, (Gl. p. rosé de Gibert, Sz. p. rosea), dermatoz o teraouiñ dre ur blakenn gentael vigelc'hiek roz en he zro hag arvelen en he c'hreiz, goloet gant gourc'hennoù fin ha pegus, oc'h emastenn dre frapadoù betek aloubiñ ar c'hef, ar gouzoug hag an izili ; pareañ a ra ent emdarzh dindan 4 pe 6 sizhun ; hangaeüs eo ; 3) p. marellet (Gl. p. versicolor), teskad brizhennoù melen sklaer pe gell, dezho un drolinenn direoliek, gourc'hennek p'o skraber (arouez ar skolpenn, Gl. signe du copeau), hep debron, o sezañ e rann uhelañ ar brusk ha war an divskoaz, kiriek dezhañ ur foue (Pityrosporum orbiculare) ; 4) p. rubra Hebra, (sl. érythrodermie) ; 5) p. eeun (Gl. p. simplex), gourc'hennadur anfoel, brennvanek eus kornhaen an epiderm ; 6) p. eeun kantet pe daroued brennek (Gl. p. simplex circonscrit pe dartre furfuracée, Sz. impetigo furfuraceus), tiennoù arront, damroz, gourc'hennus, stadet dreist holl war dremm ar vugale, dermatoz poreel, seurtad impetigo (sl. impétigo) ; 7) p. steatoidel (Gl. p. stéatoïde de Sabouraud, dermatose figurée médiothoracique), teskad tiennoù hevonn, lieskelc'hiek, damroz, debronek, ensilet, goloet gant kantennoù damvelen, lec'hiet war ar brennid, war ar c'hein etre an divskoaz, ha war ar brigenn ma vez bevennet gant ur rizenn roz (corona seborrheica), kroc'henad o tedreiñ dibenndermen.