Damoug o c'hoarvezout eus plegad a-sol an troad hag argrezad kigennoù ar c'hof gar (TA musulus gastrocnemius) a zevouder dre giziata ar gigenn askin araok (TA musculus tibialis anterior) en ur poent loet etre torosenn ar skin (TA tuberositas tibiae) ha penn ar spilhenn (TA caput fibulae) ; azonus e ve d'un anaf er stirad ampikernennek ; stadet e vez en empennfo morgoñvus (sl. encéphalite épidémique d'Economo-Cruchet), koulz hag er gatatoniezh hag er skizofreniezh (a zesellfed neuze evel kleñvedoù organel an nerveg) ; kavet e ve bet ivez goude ar barroù droukfell hag e kreuadoù an empenn.