Preder

Geriadur ar vezekniezh

pied bottalipes, clubfoottroad potin

Distummadur padek a 'n troad, ganedigel pe arzeuat, o virout outañ a bouezañ war al leur dre ar poentoù harpañ reol ; pevar seurtad t. p. a ziforc'her hervez tu ar gammded : 1) an t. p. rakkamm (Gl.  p. b. équin, Sz.  t. equinus), pa vez an troad a-helc'h war astenn hag o pouezañ war al leur dre e veg ; 2) an t. p. drekkamm (Gl.  p. b. talus, Sz.  t. calcaneus), an troad o vezañ ahelc'h war bleg hag o pouezañ dre e seul ; 3) an t. p. ezkamm (Gl.  p. b. valgus, Sz.  t. valgus), an troad, gwariet war ziavaez o pouezañ dre e ribl diabarzh ; 4) an t. p. enkamm (Gl. an t. p. varus, Sz.  t. varus), troet e sol war ziabarzh, e ribl diavaez o pouezañ war al leur ; alies e vez kevredet div gammded, dreist holl ar rakkamm hag an enkamm (t. p. enrakkamm, Gl.  p. b. varus équin, Sz.  t. equinovarus) pe an drekkamm hag an ezkamm (t. p. ezdrekkamm, Gl.  p. b. talus valgus, Sz.  t. talus valgus) (sl.  équin, équinisme, talocrurale : articulation , valgus, varus, valgus, varus).

Kent War-lerc'h