Preder

Geriadur ar vezekniezh

pian, yaws, framboesiayaws, framboesia, pianpian g., framboezia g.

Poread tredizhus, broreuziat e rannbarzhioù trovanel koadek Afrika, Azia hag Okeania, a zo e wezher an Treponema pertenue, nes d'an Treponema pallidum, gwezher ar sifiliz, treuzkaset dre ziastokoù etredenel angwenerel ; hervez rummadur ABY (Amaezh Bed ar Yec'hed), e teskriver a) un anaf deroù (Sz.  initial lesion), o tedreiñ e-doug lies miz, e rezh ur pianom, koeñvenn c'hreunek a neuz gant ur flamboezenn, pe ul livant ledanoc'h eget hini ar sifiliz ha hep diaz argalet, a-gevret gant terzhienn ha laurioù en izili, b) ar pian kroc'henel kentrat (Sz.  cutaneous lesion at the primary stage), naouus dre an dinod eus pianidoù hag eus pianomoù da heul ur rozig, c) ar pian goulerc'hat (Sz.  cutaneous lesion at the secondary stage), naouus dre anafoù ar c'hroc'hen (gomoù, gouliezoù, hiperkeratoz palv-sol) hag an eskern (amaskornennfo usteñvus ha disneuzius, spina valgosa pe ventosa, boomerang legs) ; e kemm ouzh ar sifiliz ne vez ket tizhadoù nervel na kalongwazhiedel ; e deroù ar bloavezhioù 1950 edo tizhet gant ar pian ur 60 milion a dud dre ar bed ; da heul ar c'houlzad yoc'hek renet gant an ABY etre 1950 ha 1967 e voe koulz lavarout ezvoudet ar c'hleñved (a-walc'h ez eus gant ur sankadenn enkaherel benzatin benzipenikillin evit lakaat harz d'an dedro anezhañ) (sl.  Organ isation mondiale de la Santé, pianide, pianome, roséole, syphilis, Treponema).

Kent War-lerc'h