Mukoprotein douhennet eus greun ar fav ruz (Phaseolus vulgaris) en araez da zazgludañ an hemati ha da zec'han neridigezh al limfokit bihan tiñvet in vitro hag an dreuzfurmidigezh anezho e kelligoù blastel bras leteñvel ouzh ar c'helligoù hangaec'hougonek pe immunoblast, erwezh hemañ anvet prouad dre ar f. a zewerc'her dre ensinklañ f. en derm ; yaek eo pa vez reol an hangae kelligel, nac'hek pa ra diouer an hangae hag an dreistkizidigezh daleet ha, da heul, pa na c'hoarvez kemm ebet gant al limfokit (sl. cellules immunocompétentes, hypersensibilité 2, immunité, immunoblastes, intra-dermoréaction, lectine, lymphocytes : transformation des ∼ in vitro in vitro).