1 Hollad ar perzhioù piaouel d'ar beved, sk. : neuziadurezh ha bevedelezh an nerveg (Gl. morphologie et physiologie du système nerveux). 2 Rann eus ar vevoniezh o studiañ perzhioù hag arc'hwelioù organoù ha gwiadoù ar bevion ; b. kelligel (Gl. p. cellulaire), studi anadennoù ar beved ebarzh ar gellig ; b. hollek (Gl. p. générale), studi anadennoù ar beved boutin etre an holl spesadoù loenel ha struzhel. 3 Aoz ar vevedelezh gant un hinienn pe ur stroll hiniennoù hervez an amveziadoù, sk. : k. an Eskimoed (sl. psycho-logie 3 ).