Termen bet arveret er vezekniezh, da gentañ en ur ser gant Gl. consomption, da aroueziñ an treutaat argammedek oc'h echuiñ gant ar marv en darn vuiañ eus ar c'hleñvedoù henek, en dorzhellegezh pergen, deuet, er 17t kantved, da aroueziñ an dorzhellegezh skevent nemetken ; kavet c'hoazh en 20t kantved e degouezhioù dibaot kenan evel Gl. phtisiologie, arbennigiezh a blede gant torzhellegezh ar skevent, steuziet hiziv goude un dreistbevadur berrbad er furm pneumophtisiologie ; menegomp ivez termenoù evel Gl. phtisie du globe, (hiziv ophtalmomalacie), ha deveradoù all diwar ar gedrann -phtis- : myélophtisie, panmyélophtisie, néphrophtisie, néphronophtise, h.a. (sl. myé-lose aplasique, néphronophtise héréditaire de l'enfant).