Pistriadur dre ar fosfor ; ar f. lemm, diwar euvriñ foskor, o c'hoarvezout a strafuilhoù koazhadel : heugennoù, c'hweladoù, darc'hoal gant tangrez, skorted avu, o tedreiñ d'ar marv herrek pe herrekoc'h hervez ar c'hementad euvret ; ar f. henek, kleñved micherel, o tevoudañ asikted, dic'halloud ganadel ha dreist holl darvoudoù e par ar munsunoù hag an dent o vont a-wechoù betek marvenn fosforel an divaven.