Preder

Geriadur ar vezekniezh

phosphorephosphorusfosfor g.

Elfenn gimiek, arouez P, a niverenn atom 15, kedius kenan ; bezant er bevedeg a gementadoù bihan e rezh fosfatoù meinel ; e-barzh korf an den e vez etro 700 mg, 75 % anezho kadavet en eskern hag en dent e-barzh ur fosfat kalkiom nes d'an hidroksiapatit a zelun Ca5(PO4)3(OH) ; parzhiat emañ ar peurrest e molekul bevel angorzhet gant kennevidoù niverus ec'haskornel : enzimoù evel an adenozin trifosfataz pe molekul kevreet ouzh an trenkennoù nukleek hag al lipid ; e-keñver lezenn ez eo ar pistriadur dre ar p. ur c'hleñved micherel (taolenn niv. 5).

Kent War-lerc'h