Preder

Geriadur ar vezekniezh

phosphatasephosphatasefosfataz g.

1 Enzim gougevret ouzh stroll an hidrolazioù (sl.  hydrolase), o tilaoskiñ fosfatoù anvevel andileizh dre zourrannañ ar fosfatoù bevel ; bezant eo en darn vuiañ eus ar gwiadoù, met dreist holl en eskern : dasperzhiañ a ra e meineladur an atel ; ar f. alkaliek (eleze en araez da werediñ er meteier alkaliek, a pH etre 8,6 ha 9,1), uheloc'h e wadvec'h en oadvezh ar c'hreskiñ hag e-kerz kleñvedoù an avu hag an eskern : lec'h, askornvlodad, arskoedusvorc'h, kleñved Paget, hiperostoz enaskornel, kankr eilvedel an eskern, kankr an avu ; ar f. trenkek raksavennel, PAP (o werediñ er metoù trenkek, a pH etre 5 ha 5,6), usvec'hiek e-kerz kankr ar raksavenn (sl.  anti-gène prostatique spécifique, marqueurs tumoraux). 2 Enzim borc'het gant glaourgenn ar pervez o werediñ war an nukleotidoù dilaosket gant ar polinukleotidaz dre o ec'haozañ etre trenkenn fosforek ha nukleotidoù (sl.  nucléotide).

Kent War-lerc'h