Ent klasel, seurtad tromboz gwazhiennel naouus dre ur gaouledenn englenet laosk ouzh ur speur chomet hogos reol, o neuenniñ enta en oaled ar wazhienn hep he feurstankañ ; ent klinikel, e vez ar f. koulz lavarout hep azon lec'hel hag en orin enfreier arreat ; an arbenn anezhañ ne ve ket tanijenn speur ar wazhienn, met ur strafuilh a 'r c'haoulediñ ha un dassav a 'r gwad ; disheñvel eo enta diouzh an tromboflebit (sl. thrombophlébite) ; en devoud, e ve eus an daou anaez div stad dedreiñ eus an un kleñved.