Preder

Geriadur ar vezekniezh

pharynx, TA pharynxpharynx, l. : pharyngesgargadenn  b.

Perhenteg aerforzhel-koazhadel kaherlienennek e stumm ur founilh, loet a-us d'an treizher ha d'ar c'harloc'henn, teir lodenn ouzh e ober : 1)  lodenn afri ar c'hargadenn (TA  pars nasalis pharyngis)) pe fric'hargadenn (sl.  cavum), 2) lodenn a-c'henoù ar c'hargadenn (TA  pars oralis pharyngis) pe rann c'henaouel ar c'hargadenn, genaouc'hargadenn, krennc'hargadenn (sl.  oropharynx), 3) lodenn a-c'harloc'henn ar c'hargadenn, (TA  pars laryngea pharyngis) pe gouc'hargadenn (sl.  laryngopharynx).

NOTENN : Ul lod hepken a gaver amañ eus an termenoù arveret da envel lodennoù ar c'hargadenn. Evit hepkoriñ ar mesk e kinnigas aozerion an TA geriennoù fraezh. Ar re-mañ avat, en askont d'o hirder, n'o deus ket distroadet arver an termenoù henvoazel el lizheradur mezegel. D'hon tro, ekichen an TA e kinnigomp anvadoù brezhonek berr, ha se dre zaveiñ d'an termenoù gallek en arver, neoazh en ur vont hebiou da zislavaroù 'zo, evel da skouer amster Gl.  cavum, lakaet kevatal, gwech da TA  cavum pharyngis, Br.  kavenn ar c'hargadenn, gwech da TA  pars nasalis pharyngis, Br.  fric'hargadenn.

NOTENN : An deveradoù diwar ar stirann phas- o taveiñ d'ar gomz (sk. :  aphasie ankomz) n'emaint ket meneget er mellad-mañ.

Kent War-lerc'h