Argrezadur dasstrizhek kigennoù ar c'hargadenn ; kemm a laka aozerion 'zo etre pharyngisme “argrezadoù kigennoù ar g. en erwezh ouzh ar vezañs enni eus ur c'horf estren” ha pharyngospasme “andag feuls ar g.”.
NOTENN : Kinnig a ran aroueziñ dre ar pennanv raskrez an argrezadoù andagek ha laurus o tarvezout e kigennoù levn ur ganol : raskrez an treizher, graet ivez anezhañ treizherandag (Gl. oesophagisme, oesophagospasme), raskrez ar gouin (Gl. vaginisme).