Stroll kleñvedoù ganedigel boutin etrezo kammneuziadoù an nervahel ha bezañs yoc'hennoù bihan (fakomoù, Gl. phacomes) a orin ektodermel loet e poentoù diseurt eus ar c'horf, en o zouez neurofibromatoz Recklinghausen (sl. Recklinghausen : maladie de ∼ ), skleroz torosennek an empenn (sl. sclérose tubéreuse du cerveau), kleñved von Hippel-Lindau, naouus dre yoc'hennoù troadennek ensteudet war vegenn an nervenn weled (f. al luc'hsae, Gl. p. rétinienne) (sl. apudome, Lindau : maladie de ∼ ).