Ezreolder ganedigel eus parzh araok al lagad, naouus dre un demerez kreizel ha don a 'r gornsae hag anafoù an envez (sinekiezhoù araok, gwalennek hollel pe darnel), daouduek peurliesañ hag o tec'han un dallder klok pe dost ; kevret e vez alies gant ezreolderioù lagadel all (loakrerezh, nistagmuz, glaokom, ferennlug) ha kammneuziadoù diseurt : kalonel, koazhadel, mizlid ar gweuz, empennfoeñv, korrglopennegezh ; e dianlen ur c'hrouellnaoued e targouezhfe.