Pore darreuziadek ha tredizhus grevus kenan, naouus dre un derzhienn uhel, ustead kalon, breanal, malouen, alfo hag, e 90 % eus an degouezhioù, dre an dinod eus gwerbloù en divgazel hag en divvarlenn (b. werblek, Gl. p. bubo-nique), dre arouezioù tanijenn a 'r skevent (b. skeventel, Gl. p. pneumonique, an hini c'hrevusañ, marvus dindan 2 pe 3 devezh), dre wadliñvoù a 'r c'hroc'hen hag ar glaourgennoù (b. du, Gl. p. noire), pe dre daolenn ur wadlestegezh feudek ; treuzfurmet eo bet an erdeb gant ar bevastalerioù diounezet abred ; kiriek d'ar b. eo bazhell Yersin, Yersinia pestis, dezhi da virvaoù krignered gouez 'zo, skignet gant ar razhed ha trezouget d'an den dre hantererezh ar c'hwen ; broreuziadek e chom ar b. e rannbarzhioù kreiz Azia, kreiz Afrika hag e broezioù 'zo eus Amerika.