Preder

Geriadur ar vezekniezh

personnalitépersonalitypersonelezh b.

Termen anskiantel arveret e meur a ziskiblezh, “a gonter ur 50 despizadur anezhañ” (Allport) ; er bredelfennerezh ez eo kevastenn ar p. d'ar benvegad bred (Al.  psychischer Apparat, sl. GBLF § 91) ; er vredvezekniezh e reer kel dreist holl eus strafuilhoù ar p. (sl.  dédoublement de la personnalité, dépersonnalisation , étrangeté : sentiment d', , La18 106108) ; amparet eo keal ar p. da gentañ diwar arselliñ realezh an dud, ha stadañ enni naouusterioù padek, evel doareennoù an neuzid, ar c'hantouezañ hag ar c'hantaezañ, ar meizañ, an ersaviñ, an hambout, h.a., d'an eil diwar emouezañ ouzh an unan, a ra d'an hinienn emanaout evel ur me o trebadout en e gevanded, eleze o treüniñ (sl. La-10 266-267).

Kent War-lerc'h